Gant ar gounnar kuit a ielo. Eun tam c^hoari, eun tam ebat Hor bezo, mar kirit, timat. Mad, eme^n heol, lakeomp claoustre Ep chom da riotal keit-se ; Da c’hout piou eu do genta Divanlellet ar c^hanfard-ma. It, eur pennad me ho lezo Gant coabr ha coumoul d’am golo. Setu dioustu ar pot avel En em e^huez evel soroc’hcl, Leis he gorf a long a ezen, Koenvi ra evel barriken. Chueza ra stard, sutal, stracal, Steki, heja, sourral, boudal; Toennou veler discaret, Listri broustet, guerniou torret; Pep tra a gren hag a horjel, Ha perag ? evit eur vantel. Biscoas an ifern dinasket Eur seurt tousmac,h n’en devoa gret Mes caer en doue kemeret beac’11, D’ar beacher ne voue ket treae’h, Rag seul vui ma croze’n arne, Seul vui hor c^hanfard a starde He vantel var dro he ziouscoaz. An avel he boan a gollas. Pen doa great pot avel heïoul An heol a rinsaz ar c’houmoul, Para ra vargein ar e’hanfard ; Hema he vantel a zistard ; Tomder a ia dre he izili, Ha souden e comans c^huezi, Kerkent ar vantel so sclapet; An heol he glaoustre gounezet. An ners ne de ket ato sur, Dousder eo bcnvcg an dcn fur. — 58 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/67
Neuz