r Fmdlles. ~ Kelou mad zo euz ar Fouillez. Ama, evel a lavare eul Leonard en derz all, e oe «lakeat eul louarn da Zoue » da zeiz Oouel Yan. E c hellit kredi, ar veh ien ne jomchont ket da zervicha an doue nevez-se, hag an Iliz a oué serret. Deuet da fur&t, kristenien ar Fouillez, dre zorn o roear, a ginnigas ti d’ar veleien a blijfe gant an Aot. ’n Eskop digas d*ezo. Ouspenn, goulennet outo a c’hoant o devoa e gwirionez da gaout beleien, 343 tieg a respontas: ia — 9 a lavaras : nan — 45, na ia na nan ! (Ar re-ma eo ar finna !). Hag ez euz bet banvet eur person nevez da baotred ar Fouillez. Arabad eo d’eoc’h kaoutaon, aotrou person : al louarn badezet da c’houel Yan zo maro ; lezet da redet gant e vrid, na c’helle dre bi tamm, hag eo maro gant an naon. Ze, da viana, lavar an dud. Mear ha prefet. — Nec’het eo an dud o velet stad o beleieu. E parreziou zo int bet kasset er meaz, lod all a ferm o presbitaliou, lod all a jom enno eb o fermi. Perag kement a gemm ? Presbitaliou ’zo hag a ioa d’an ilizou, beteg lezenn an Disparti; brema int kouet etre daouarn ar Gouarnamant: ar re-ze zo madou iliz, ba ne c*heller ket o fermi. Presbitaliou all zo d*ar gommun. Evit ar reziou, setu ama al lezenn. 1) E lezenn 2 genver 1907 e lennomp : « Dès la pro- mulgation de la présente loi... les communes recouvront la libre disposition... des presbytères... qui sont leur propriété. »(1) — Lennet mad oc’h euz : « lalibre dispo- sition » ar pez a zinifi e c’hell konseil ti-kear ober arpez a gar : ne ket forset da fermt ar presbital muioc’h eged ne d’oc’h-c’hui forset da fermi o touarou. — Mez^ eme c’hui, ne gleo lavaret e rank an ti-kear fermi, ma lavar ar prefet d’ezhan ober. — Al lezenn ne lavar ket an dra ze ; lavaret a ra : ma c’hoanta konseil ti-kear fermi, eo red d’al lizer ferm beza approuvet gant ar prefet (2). 2) A hent all, lezenn ebed ne lavar d’ar mear kas tud (f) Loi 9 janrier 1W, art. I lw aliéna. (1) — — 3« alinéa. Digitized by GoOgl
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/648
Neuz