Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/645

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— 315 — nevezet ha lakeat kaêra m’oat goest d’he lakât; eur pardon chapel o koueza ha great anezan braoa bini zo tro war dro : chweac’h kroaz diskaretedoug andispac’h ha chomet abaoue a-strons o c’horf hag adsavet divral- loc’h eget biskoaz; pemp den yaouank skoliet ha kaset da veleïen: votadegou a drouz lakeat da drei mat heb pellât den diouz an iliz; eur strollad c’hoarierien, ar c’benta savet war ar meaz e Bro-Leon ha skoazellet gantan; 590 krouadur kaset d’ar c’bavel badisiant; ha 490 den kaset dar c havel bez ; setu an divras euz ar pez a verko e dremenedigez e L’ k-Maria. Anaout a rea tud e barrez evel eur mestr tud e di hag o c’haret a rea evel eun tad e vugale. Mez mar doa tad an oll, oa dreist peb tra tad ar vugaligou; ar re-man ken aounik peurliesa dirak eur zaê-zu a rede war e lerc’h. Kel laouenik ha tra, da veza briatet ha benniget gantan. Tri miz goude m’oa eat euz Lok-Maria ec’h en em gave ar Pask-Louarn. Pa zizroas ar vugale euz an iliz ha pa c’houlenne o zud outo ba kaêr oa bet an traou, ar botred hag ar botrezed vihan a responte ken tear ha tra : « Ya, kaér awalc’h eo » bet ar Oouel, nemed an aotrou person n’edo ket er » gear! » Ar vugaligou baour n’o devoa ket gellet c’hoaz ankou- nac’hât an aotrou Person kos ha n’o devoa ket tizet ober anaoudegez awalch gant an aotrou Person nevez * . Ma oa eur beleg mat, an dra-ze ne vire ket outan da veza ivez eur breizad kalonek. N’oa ket evel ma zeuz kalz eun divroad en e vro, nan, rak den ebed ne anaïe gwelloc’h egetan ar c’horn-douar m’oa ginidig anezan. E studiou war an Aotrou Mikeal Nobletz, war Lok- Maria hag ar parresiou tro war dro o deuz eun dalvou- degez vras. Doujans en devoa evit kement tra gaêr a zo deuet deomp a rumm da rumm ; doujans evit labourou ar re goz, kenkoulz ar re a zo great gant ar gizel hag ar re a zo great gant ar bluenn ; doujans evit yez kos ar vro, an hini en devoa desket war barlenn e vamm ; karet a rea rei d’ar brezoneg ar plas a henor a dle kaout e Breiz ha Digitized by Goode