— Kement a jome gantan da ober makolle ar c’housket, ma kolle an dibri; ar c*housket c’hoaz a clielle tremen, mez an dibri.....hen hag a garie kement an traou lipons. Evit kreski e aket e kemere butun, hag e lakea anezan betek en e zaoulagad; poan gollet, e labour ne vihannea tamm. — « Boued ar goun, emezan, ma ne deu ket an diaoul » da rei d’in an dourn, n’am euz nemed lavaret da Ian » ar Rabotter, kleuza va zoull er vered. » — « An diaoul, Mestr, lavaret mad az peuz an diaoul, » a c’hrosmolas eur vouez c’hros adren e gein. » Jozon a dro e gein hag e wel, harpet war e forc’h, e ziskouarn sounnet, hag e zaoulagad lugernus evel daou gef tan, Lusifer e-unan. — « Ezomm az peuz ac’hanon, emezan, ne c’houlennan ket gwell. Lavar d in petra c’boulennez ? » — « A dra zur, eme Jozon o skravat e benn, ezomm am euz ac’hanout, mez koulskoude, koulskoude.....» — « Lavar ’ta ez peuz aoun ; me a gave d’in ez poa » muioc’h a galon, Jozon. » Kemeret a rea ar c’hemener dre e dech muia karet. — « Aoun, me, emezan, nanavezez ket ac’hanon eta ? » — « Gwelloc^h eget ma kav d’id, petra c’houlennez ? » — « Daouarn evit kas da benn al labour roèt d’in. » — « Daouarn, beza ’z pezo kement hama kiri. An ifern » a zo leun a gemenerien. Pemp kant az pezo, m’az peuz » c’hoant. An diaoul a zo gwelloc’h eget ma kred an » dud, ne labour ket avad evit netra. » — « Petra c’houlennez ? » — « Te da-unan, pa vezo tremenet ar bloaz. » — « Goulenn a rez kalz. » — « Bah ! eur c’hemener ! » — « Great an taol, eme Jozon, digas d’in da bôtred. » Lucifer a laoskas eun taol sut; oh ! mez eun taol ken pounner ma tansas ar c’hilhog war tour Melrand. An douar a grenas ha kerkent e oue gwelet eur maread tud, an nados en o dourn, o sevel euz an douar. Morse ne oue gwelet eun hevelep prosesion keme- nerien. Beza e oa euz a bep leac’h : denved Pontivi, glaziked Kast, melaniked Elliant, pilhaouerien Poul- Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/640
Neuz