Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/635

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

305 — Digant ar vugale vihan e c’heder traou awalc’h o c’hedal ma ouezint o fedennou bag o c’hatekiz dindan evor ; mez digant ar botred bag ar botrezed trizek ha pevarzekvloaz echeller gedalmuioc’h ; gedal ac’heller ma komprennfent ar pez a leveront er c’hatekiz, ma ouezfent eun divras euz an Histor Santel (1), eun diverra euz buez J.-K. (2) hag eun draïk bennag euz Histor an Iliz (3). An dra-ze a c’heller gedal, mez siouaz en aner eo e c’heder peurliesa ;"ar paour keaz katekiz e unan, kaêr en deuz beza biban, ne vez ket gouezet mat. Ma troït an distera e c’houlennou, n’anavezer mui anezo, perak ? nemed dre ma n’o anavezer ket mat. Pa anavezer mat eun den ec’h anavezer anezan pa vez e zilhad sul gantan kenkoulz ha pa vez e zilhad pemdez. Pa anavezer mat eur gentel, e tlefet anaout anezi hag e vefe troêt stumm dezi ivez eun draïk bennak. Ha n’eo ket an dra ze eo ar pez a c’hoarvez ? Eo n’eo ket ’ta. Haperak e c’hoarvez an dra-ze ? Ar vugale ne daolont ket a evez awalc’h. Ha perak ne daolont kel a evez awalc’h ? Nemed abalamour ne gemerer ket peurliesa an tu gwella ken nebeut d’o lakât da deuler evez. An deskadurez war draou ar bed a vez sanket dre ar bleun e spered ar c’hrouadur, perak an deskadurez war ar relijion ne vefe ket sanket en doare-ze ? Ar pez a zo mat evit eun dra a dle beza mat evit eun dra all. Skriva eur wech a dal lenn teir gwech « qui scribit, ter legit » eme ar re goz, mad kenan e vefe eta rei d’ar vugale da ober bep sizun labourou dre shrid diouz o doare war ar gelennadurez kristen, pe e ti-skol ar c’ha- tekiz — rak e peb ti-skol katekiz e tlevfe beza taoliou <l’ar vugale da skriva — pe er gear, pe en daou leac’h bep eil, ar pez a zo gwelloc’h c’hoaz. (1) Histor Santel an Aot. Nicolas a zo mat tre. Skeudennou a zo «nnhi. (1) Buez J.-K. an Aot.Madec gant skeudennou bep deilhen a zo dreist* (3) Histor an lliz gant an AotrouKerne a cTiell beza distouret Warlerc’h «1 ievriou-ze. Kelennadurez kristen an Aot. Caer a raio kaii, kalz a rad« Digitized by GoOglC — 306 —