Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/633

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

03 — » tenval, ne weloc’h ket pebes talvoudegez awalc’h o » deuz. » Setu petra c’hellfe hor bugale da lavaret ha setu petra n"int ket tost da c’hellout lavaret c’hoaz daoust mac’h anzav an oll n’euz ket par evit digeri spered ar c’broua- dur evel deski lenn, komzha skriva diou yez dezhan. Lizer eur potr a zo er skol en unan euz skoliou heulieta Bro-Leon hen diskouez anat awalc’h. L... d*ar6aviz Du 1907. Aotrou ker, « Setu me en em gavet e skol L., eur pennadik zo. Gant » plijadur e teuan da skriva deoc’h evit rei d’euz va » chelou. Mont a ran, betek hen, madik awalc’h en dro » aman. » Ar pez a zisplij dreist oll er skol d’in eo ma zeo gall » ha dlvrezonek neat. Abaoue m’oun en em gavet » aman n’am euz ket klevet eur ger brezonek bebken. » Kement-ze — n’em euz ket ezomm d’hen lavaret deoc’h » — a zo poanius evit va c’halon a Vreizad, gwelet va » yez kos taolet er meaz betek zoken euz an oll beden- » nou. Ar vugaligou a zo evit o bloaz kenta a skol a dle » 6«za nec’het awalch m’oarvad o klask kompren eur » ger bennak er pedennou a zrailhomp bemnoz ha 6ep » mintin. » Mezus eo gwelet e ve disprijet evelse hor yez kos » en eur vro ha n’euz enni nemed brezoneg oll, rak » aman an darn vrasa euz ar skolierien a zo koueriaded. » Difenn grons a zo da gomz brezonek petramant e » taper « ar veoc’h » — « la vache. » » Koms a rin deoc’h eur wech bennak diwarbenn ar » vioc’h gall-ze. » P. A. B. Setu penaoz ez a c’hoaz an traou en dro, en eur skol gristen mar plij ganeoc’h e Breiz er bloaz 1907 hag ar pez a dremen e L. a dremen, siouaz! emeur aleac’h all. Ober a rear d’ar Vretoned ha d’ar Vretonezed vihan ar pez ne rear ket da c’houezidi bihan an Afrik pe an Indez ; o c’hemeret a rear hag i seiz, eiz vloaz, hag i o c’hou- zout komz brao bras, evel bugale ne c^houezont lavaret ger ebed c’hoaz. Mantrus eo traou evelse ! Digitized by GoOglC — 304 —