Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/619

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Elsved blavez N° 10 Kerzn 1907 Feiz ha Breiz Kappad Misiek ar Vretouped Hon Aotrou vn Eskop o vont da Arc’heskop da Chambery Vardro anter miz Dù, e savaz ar brud hen doa Hon Tad Santel ar Fab great an henor d’an aotrou Dubillard, eskop Kemper ha Leon da zibaba anezan evit beza arc’heskop e Chambery. Ar brud-se ne zaleasket, siouas evidomp-ni Bretonet, d’en em gaout gwir. Rener ha skrivanierrien ar Feiz ha Breiz a zo mall ganto lavaret d’an Eskop mad hen deus atao skoazellet anezo, o c’heuz dezan, o anaoudegez vad hag o mennoziou evit ma c’bello, epad pell amzer, kenderc’hel en e vro nevez ar vad hen deuz great en Eskopti Kemper ha Leon. Ar Feiz ha Brefz. BLOAVEZ MAD EVIT 1908 Eun diverra eus mestaoliou ar franmassonet epad 1907 <§a lennerien ar "<§eizha <§reiz" BLOAVEZ MAD ! Da lavaret eo : ar peoc’h gant Doue, ar peoc’h en o c’houstians, ar peoc’h en o ri, ar peoc’h gant o nessa, yec’hed da labourat ha laouenidigez en o c/balon daoust d’o foaniou pemdeziek. Gant ma chomo an traou-ze ganeomp, an dud dizoue gant o holl fallagriez ne c’hellint ket miret ouzimp da veza evurus. — Great o deus koulskoude o galloud evit hon enkrezi, evit hada danvez daelou en hon touez (bremaïk e raimp ar gompt eus o mestaoliou); o daoulagat evel re ar bleizi ne zibarent ket divarnomp, gedal ’ma reant hor gwelet stlejet d’an douar evit hor bressa. Pa dal, e velont ac’hanomp o kender- c’hel da valc soua hor penn hag ar muzc’hoars var hor Digitized by — 290 —