Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/599

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

by GoOglC Eur Verzerez epad ar Revolution vraz (IM) (Kendalch) NA V E D PENNAD (Kendalch) Ar c’h$ft|M>u-ze a verke petra eruje ; tri bloaz goudeze, Vietoire de™aint-Luc a bigno var ar chaffot e Paris, evit sina gant he goad he c’harantez evit Jesus-Christ. An oll sceurezed a jomme eta start en ho feiz, hag abalamour da ze eo e vezint skoet. Gouzout a reont breman ped dervez o deuz c’hoaz da dremen en ho c’houent karet, hag an derveziou-ze a dremenent er glac*har hag er beden. Ar c’huec’h a viz gouere e c’hellont choaz koulsgoude klevet an oferen ha kommunia en ho chapel. Eur beleg kalonck, an aotrou Vallette, person Kerfeuteun a deu da lavaret an oferen ha da gommunia gant an hostiou a jomme en tabernakl. Hor Zalver eo a ia kuit da genta, hag evelse e ro da gornpren d’ar sceurezed paour petra zo o vont da c’hoarvezout gantho ive. Nag a c’hlac’har hag a zaelou c’huero etouez ar sojurezed, pa veljont goullo an tabernakl! A vec’h ez oa eat kuit an Aot. Vallette, ma tigouezaz Gomaire, vikel vraz Expilly. a Dont a ran, emezhan da gerc’het ar c’haliriou hag ar goestou konsakret.» Kemeret a ra arc’hantiri ar chapel ha kement tra a briz a gav. A drugarez Doue, ne gav Hosti konsakret ebet Red oa koulsgoude, d’ar sceurezed gouzout da beleac’h e c’helfent en em denna. Kear Kemper a oa spontet o velet pegen buan ez ea ar bersecution var araok, ha ne oa ket brao, d’ar mare-ze, diskuel an distera karantez evit sceurezed ar Retred. Sceurezed an hospital, koulsgoude, a ginnigaz d’ezho ho c’hemeret en ho zi. Mes an Itron de Marigo a gavaz guelloc’h mont er meaz a gear. Goulenn a ra digant superiorez ar Chalvar, an Itron de Penfeunteuniou, a digemeret a c’hellc, en he c’houent, ar sceurezed paour kaset kuit euz ho zi. Kouent ar Chalvar a zo deut da veza Seminer braz, goude ar Revolusion ; bet ez oa pell amzer eur gouent leanezed a urz sant Beneat, hag ar superiorez a oa euruz da c’hellout ober vad d’he c^hoa- — 146 —