Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/597

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

143 — ha ken hirr a zave diwar e fri. (Ar frikornek indezad a vreman na vez gantan nemet eur c’horn hepken ; frikor- nek an Afrig ha hini enezen Sumatra o deus ivez daou gorn, kals berroc’h, avad, eget re ar frikornek fri* speurennet). 8- — Tigr-meur ar c’haviou (felis spelaeü). Eur seurt loen fero etre al leon hag an tigr a yoa anczan. Diou wech brasoc’h e oa eget tigred breman. Diouz e relegou, hag a zo dibaot awalc’h, ec’h heller da zisvarn e oa pewar mctrad hed hag e oa e vent trec’h da hini hon brasa tirvi. 9. Arz (ourz) bras ar c’haviou (ursus spelacus). Diouze relegou, e ranke kaout ezveo (e beo) tri metrad hed ha daou metrad uhelder. (1) 10. Hienen vras ar c’haviou (hyena spelaea). Brasoc’hig e veze eget hienen varellet hon amzer. Ouz ar roll loened-ze e tleer staga marteze an olifant amerikanpc olifant an Ohio (mastodonte e gallek). Meur a zeurt dishenvel o ment a yoa anezan. Ar seurt brasa a oa mentet evel olifant an Afrik. Daou re skilfou en devoa ouz e c’henou : daou skilf hirr ouz e aven-grec’h, henvel ouz re an olifant breman nemet hirroc’h kals e oant hag eeunoc’h (digroummoc’h), ha daou skilf all berroc’h ouz è aven-draon, krommet ouz traon. Stank meurbet e veze al loen-ze en Amerik an Hanter-noz hag en Europ a-zoug an diou eilrann diveza cas nn trede pennad amzer (eilrann mioken hag eilrann plioken) hag e veve c’hoaz hiniennou anezo en Europ da zerou ar peware pennad-amzer : eskern anezo a zo bet kavet mesk-e-mesk gant re an olifant hirrvlevek e traonien an Arno, Bro-Itali. arskorn, a-hed ar Chanlvcjou, lia pa dcuont da veza dizouaret hirio, c vcz kavet o Cborfou hogoz ken fresk na ma vijent hei marvet eur pennadik araog. An naturlaer (naluraliite) hrudet Pallat, o vcachl dre ar Slheri er bloavez 1772 en deus het evelse ar chans da c’hallout gwelel ha studia korf maro cur frikornek hirr-vlevek nevez dlzouaret a oa gantan Choaz e c’hreon hage gig. Sellit ouz Displegadennou Akademi ker Sant-Petersbourg (e latin), Commentarii Acad. Pelersb. leor XVII ’.1773); — hag ivez ouz Voyage de Pallas, p. 130-134.| (1) Arz (e keltiek koz arlos) a zo ar gwir ger hrezonek da lavaret ourz. Eus ar ger-ze eo e teu ar verb arzal a yoa e dalvoudegoz genta, hep mar, grougnal evel an arz. An doare-skrfva harzal gant eun h n’eo ket a-du gant an eiimolojiez. Sellil ouz Victor Henry, Oictionn. étimologique du brelon moderne. Digitized by GoOglC