Madelez ar Galon-Sakr Rrlioioso Va Je - hui a zo kous - ket; E pa - lez an Drein-det; An oll zent nag an e- lez Dl - ra - zan daou - 11 - net; Mes e ga - lon *zo di- m huD, hag euz an env e par, E - vel an heol ben-nl - get var oll dud an dou - ar. Va Jezuz a zo kousket... E palez an Dreindet An oll zênt hag an elez diraz-han daoulinet ; Mes e galon zo dihun, hag euz an nenv e pâr, Evel an heol benniget war oil dud an douar. Va Jezuz a zo kousket etre divree’h e Vam, Henvel ouz an distera a vugale Adam ; Mes e galon zo dihuh, hag evit ar pec’her E promet rei da Zoue, goad eun Doue Salver. Va Jezuz a zo kousket, ha n’en deuz ken kavel Nemet douar ien ar c’hraou digor da beb avel; Mes e galon zo dihun, ha war ar plouz kalet E red ar c’henta daèlou en deuz Jezuz skuillet. Va Jezuz a zo koùsket, skuizet gant e labour En ti paour a Nazareth evel eur micherour ; Mes e galon zo dihun, ha ne gavo repoz, Ken na velo evidomp digor ar Baraaoz. Va Jezuz a zo kousket, kousket war bag sant Per, Diruillet gant an tarsiou e kreiz eur barr-amzer ; Mes e galon zo dihun : reizet an avel-forz, Hag ar vagik digouezet heb drouk ebarz ar porz. Va Jezuz a zo kousket: eur groaz eo e wele ; Eno en deuz her staget tcchou ar garante ; Mes e galon zo dihun hag a skuill war ar bed Ar goad sakr a dle renta d’an ene ar yeched. Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/565
Neuz