Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/560

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

en ti, nemed koulsgoude arpez a veffed’ezho, en ho hano ho-unan. » Mad eo skriva ar c’homzou-ze var ho hed, koulz hag ar re a zo aman varlerch, rak diskuel a reont sklear, ha lavaret a reont dre c/hinou tud ar c houarnamant ho- unan, n’eo ket falvezet gant soeurezed ar Retred mont a eneb ho choustianz oc’h ober al le a choulennet haga oa kontrol beo d’an Iliz ha da c’houarnamant an lliz. Var dro pemp heur eta, e tigouezaz e ti ar Retred tri gomiserda c’houlen an Itron de Marigo, superiorez hag ar sceurezed all ive. E chellit kredi eouent lezet da gao- zeal ho-unan.« Lavaret a reont ne glaskont nemed mad ar sceurezed hag e teuont d’ho alia da ober al le, gant aoun da ober gaou ouz ar relijionbag ouz al labour gaer a reont dre ar retrejou. Ouspenn, emezho, Expilly a zo eun eskop katolik, hag ar Gonstitution a zo a-unan gant guirione- sou an Iliz. » Traou all ken guir hakenkaêraleverjont c’hoaz, o klask deseo ar soeurezed. Koll a reont ho foan. Ar merc’hed santel ne glaskent nemed silvidigez an eneou ha gloar Doue, ne c’houlenncnt nemed digant ho c’hous- tianz petra oa mad, ne reent forz ouz lavarou an dud, ha ne lavarjont nemed eur ger : « Nann. » Lakad a reont ho hano e traon ar prosez-verbal. Setu aman ar skrid-se : District Kemper. — Erbloaz 1791, an eil a viz gouere, ni... perz d’eomp e gouarnamant district Kemper, a deu da ziskleria aman, ez omp bet, var dro pemp heur, e kouent ar Retred e Kemper, hag eno on deuz kavet an Itronezed: Marie-Gharlotte Marigo, Marie-Jeanne Le Borgne, Marie-Esprit Larchantel, Charlotte Rospiec ; lennet on deuz dirazho an urz bet digant departamant ar Finistère da vont d’ho c’haout, evit ar vech diveza, divar benn ar (Gonstitution civile). Roet on deuz d’ezho d’anaout, ez euz hano, dreist pep tra, ouz al le a rank ober kement hini a ra eul labour benag hag en e\iz ar c*houarnaniant da velet varnezhan. Ar soeurezed o deuz respontet ne rajent ket al le a zo hano anezhan, ha n’o deuz netra da chench er pez o deuz diskleriet araok; lavaret a reont ouspenn e deuz an itron de Saint-Luc, klanven heguele, ar memez mennoz gantho. Goude ar respont-se, on deuz roet d’anaout d’an Itronezed, e rankent dilezel ho zi abenn eiï dervez hag e vije lakeat ar ziel, ar zeiz deuz ar miz, var Digitized by GoOglC — 113 —