Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/553

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

implija gerion uhel, pe mar kirit geriou ha ne vezont ket klevct bemdez : studiou nevez a c’houleon geriou nevez. Tud zo ha pa lennont brezonek, dal ma welont eur ger ha n’eo ket anavezet mad ganto, kenta tra o deaz da lavaret eo: — « Bah ! an hini en deuz skrivet an dra-ze n’oar ket a vrezoneg. » — E keit-ze e lennont galleg, e kavont bep an amzer, meur a c’her tenval, meur a hini all ha kaèr o deuz furcha ha difurcha kement ger-levr (1) galleg a zo, goude ma furchfent penn da benn hini bras LartaiM zoken n’o c’haffent ket enno, ha daoust da ze ne damallont ket ar skrivanier gall da veza fall. Anzav a reont n’int ket evit anaout kement ger galleg a zo. — Leal e vezer e kenver ar skrivanieren c’hall evel ne vezer ket e kenver ar re vrezonek ha koulskoude ma vefet lealoc’h e kenver ar re-man e vefe easoc’h dezo mont war araok gant o labour. — Lealded vito hag awalc’h e vezo ! F. C. PENNAD-STUDI KENTA I. Amzer an armou hag ar benviou mean benet a-skolp* Den an douarou-dichal (alluvions) hag ar chasumen hirvi-ertfh (rennej. Diouz doare ar gwiskadou-rec’hel a zo oc’h ober plusken an douar hag ivez diouz doare ar relegou loened ha plantennou a gaver enno, ez eo bet lodennet istor hon Douar-ni gant jeolojiz (2) e pewar pennad-amzer. Epad an tri pennad-amzer kenta, e kaver relegou loened iskiz, kollet ar ouen anezo, hag a zo dishenvel, ne ket hepken diouz re hon amzer, dishenvel eo c’hoaz loened pep maread amzer war eun dro diouz loened an hini araog ha diouz re an hini war-lerc’h. A-hent-all, n’eus rouden ebet eus an den. Studi al loencd-ze, anaoudegez ar seurtjou anezo hag o c’hevrenna (classification) a zo danvez ar brank-ze eus ar jeolojiez a hanver henloenoniez (1) Ger-levr = diclionnaire. (•2) Jeolojiz = géologue$; jeolojiez s giologie. War skouer bibliografies = bibliographie. Gani keuz eo ec’h fmplijan ar ger bili-vrezonek-te, met penaoz ober ? Bez’ e Cheller lavaret tteroniez (astronomie), douaroniez (gèographie), louzouoniez (boianique), loenoniez (zoologle), bag all. Ar geriou-ze a zo reiz awalCb, a gav dïn ; n’oun ket avad evit ober war o pkouer eur ger da drei ¦ géologie » e brezonek. Digitized by GoOglC — 106 — (