Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/545

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Feiz ha Breiz Kappad Misiek ar Vreto.uped Perag e ranker credi ez eus eun Doue ? (kendalc’h) II. Piou hen deus flnvet ar bed ? 1. — Kement a gouez dindan hor skianchou a ia en dro eb ehan: an avel a c’hoez euz an eil penn dvegile d’ar bed ; ar mor a bign d*an treac*h hag a zisken d’al lano; traou an douar a zav, a jench aoz hag a gouez. Ar bed he-unan a jench plas ha doare. An douar a ra eun dro bemdez varnhan he-unan euz cornaouc da reter, hag eun dro ar bloaz en dro d’an heol. Ma’ peus c’hoant da c’houzout peger buhan ez a gant he dro bloaz, an dud guiziec a lavaro deoc’h e ra 30 kilometr beb seconden. Comprenit, mar gellit, gant pebez err e kerz ! An hepl ive a ra eun dro varnhan he-unan beb pemp devez var *n ugent; hag e dounder an oabl, stered eb niver a gerz dre henchou hir spontus. M’ho deus an neuz da jbm diflach, eo m’emaint diouzomp eur c’heit ha ne c’heller ket da vuzula. 2, — Penaoz isplika eul loc’herez ken estlammus ? Rag an holl dud guiziec a c’hoar ne c’hell ket traou ar bed mont ha dont gant ho nerz ho-unan, hag eur vech loc’het} ehana gant ho nerz ho-unan* Eun dra bennag a vez bepred o chench stad d’ezho. E giz ma lavar ar physicianed, pe an dud a studi a reiz an traou, ar bed a zo eun dolzen c dinerz », da lavaret eo, n’he deus ket a c’halloud anezhi he-unan da jench plas hag aoz dezhi he-unan. Piou ’ta neuze hen deus roet d’ar bed ar flach hag an arzaoi ? Ha taolit evèz pènaoz ne dal ket ar boan respont: an traou a jenèh plas hag aoz abalamour mac’h en em zis- taolont en eil egile evel ar valtam a zistaol ar mean, pe mac’h en em zachont an eil egile evel eun troad- Digitized by GoOglC — 98 —