Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/534

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Ar penn kenta eus ar voutnn dud zo breain t Breiz-lzel Var al lavar V. Duruy (hist. des Romains. III. ch. LIII. I), ar Geltet koz zo bet da genta o chom er c’hom- peziou bras eus an Asie Izella, assamblez gant tud koz ar re zo breman cno o chom : (Les Hindous et lesPerses). Ho yès oa hini tud ar vro-ze ; ho religion oa demhenvel. « Pevar pe bemp mil bloas araog Jesus-Christ (1), ar Geltet en em zispartias eus ho breudeur. hag a dec’hns varzu ar Chus-Eol. Bale a rechont var an tu-ze keït a ma kavchont douar evit o dougen. »(A. T.) Kaout a rechont tud var ho hent hag a veve e toullou en douar (Les Troglodytes). — Emgann a savas meur a veach etrezho; rmes tud ar broiou ma tremenent dreizho oa re roues evit enebi oüz eur strollad tud ken niverus hag ouspenn-ze n’ho doa ket a armou. Trec’het e ouent dioc’htu. Aben nebeut amzer, tud ar vro, pe hi en em glevas gant an diavezidi, pe hi a sujas dezho, ne zalechont ket da veska ho goad gant hini ar boblad tud nevez. An testeni a gement-ze a gaver en ho relegou. Ar studi great gant an dud desket var ar pennou kavet en toullou douar kleuz hag hanvet « mésaticèphales » a verk sklear oa bet dimiziou etre an diou vouenn dud. (Vicomte de Caix et Alb. Lacroix dans la France avant Fhistoire etlaGaule indépendante. Liv. I. ch. IV.) Dre ma zeant atao var araog en eur dreuzi sterriouha meneziou, ar Geltet en em gavas, eun deiz er vro-man var lez ar mor bras. — Gant ho bagou bihan ne zalechont ket da ober anaoudegez gant ar mor-ze, hag a ben nebeut e kavchont eun douar nevez n’ho doa ket gwelet c*hoas. Treuzi Vechont ar mor evit mont beteg an enezen vras galvet hirio Bro-Saoz, ha var an douar nevez-ze e c’hadjont ive ho vouenn. — Ar re hardissa anezho a gendalc’has gant ho hent hag a ieas beteg ar penn pella eus an enezen en cur en em skigna a gleiz hag a zeou. En em gavet er vro hanvet hirio Ecosse e chomchont a za. N’ho doa mui dirazho nemet ar mor bras. Ar veach hir etre ar Bactriane hag ho bro nevez oa achu. (1) Cela résulte des études faites sur les cités lacustres de la Suisse et de la Savoie (Albert Travers, de la persistance de la langue ceitique en Basse-Bret) Digitized by GoOglC — 59 —