Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/517

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

mant a ro cargou hag enoriou: an dud clanv gant ar c’hoant sevel a zo troet ganthan. II Ar feiz ne vezo saveteet e Frans nemet dre zeski al le- zen gristen, ha da heul. dre ober anezhi. Ne gomzan aman nemet divarbenn an deskadurez. 1. — Red eo e teufe an dud badezet da c’houzout perag millionou a verzerien a zo maro evit Jesus-Christ; perag rouanteleziou an Europ, abaoue ma ’z eus anezho, ho deus pleget d’al lezen gristen; perag ar c’haêra spere- jou a zo bet var an douar, azaleg Tadou an Iliz beteg Bossuet, en eur lezel a gostez an doctored bras a zo deut goudeze, a zo bet gounezet gant dudi ar gelennadurez christen; perag an dud guizieka deuz hon amzer, evel calz euz ar re a zo en Academiou Frans, a zigemer ar Feiz gant ar brassa laouenedigez; red eo e teufe an dud da c’houzout mad petra eo ar religion ha var be rezoniou mad ha galloudus eo harpet. Red eo ive e teufe an dud da c’houzout petra eo an Iliz, pe seurt gwir he deus da gelen ar bed, pe seurt vad he deus great ha penaoz ez eo silvidigez ar rouanteleziou kercoulz hag an eneou. Hag o c’houzout kement-se, an duda en em stago ouz an Iliz hag a zigemero he c’helennadurez. 2. — Evit tizout eun hevelep deskadurez, ar c’hategiz n’eo ket avoalc’h. E giz ma lavare en deveziou-man an A. Fuzet, arc’heskob Rouen, « red eo lenn hag aslenn an aviel, eur c’hategiz bras, eul levr hag a ziscuez perag e ranker beza christen, histor an Iliz en hon amzer. Anez n’hon dezo nemet eur vogeden religion » a vezo scubet gant ar c’henta avel. An dud yaouank eta, goude m’ho deus echuet ho fas- kou, na dleont ket ehana da studia ar religion, mes en em rei, gant an aket brassa, da zeski ar pez a rank gou- zout eur c’hristen euz hon amzer, ma fell d’ezhan derc’hel stard d’he feiz, daoust d’ar fals doctored a gavo var he hent. Abalamour da ze ez eus bet savet helc’hou-studi e calz a barreziou. 3. — Ar gristenien a dle ’ta beza desket mad var ar re- ligion. Guechall n’oa ket evelse : n’oa ket da glemm gant Digitized by GoOglC