Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/512

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Choant em eus er pennad scrid-man da ziscuill goas- tadur ar fals doctored, ha da lavaret penaoz en em zifen ha difen ar vro ouz ho zouellerez. I 1. — Araog mont larkoc’h eo mad lavaret piou a ge- meran d’ar just evit eur fals doctor. An holl a c’hoar ez eus eur bern traou ha n’int ket barnet gantanlliz : mennoziou dishenvel an doctored christen divarbenn meur a dra a zo|anavezet avoalc’h. Ha lavaret a c’heller ez eo eur fals doctor an hini ne zonj ket eveldomp en traou a zo lezet digor gant an Iliz da enclask an dud ? Nann, direbech eo gant ne dorro ket lezen ar garantez ha ne lavaro netra hag a ve control da reolen ar feiz. An holl a c’hoar ive ez eus calz traou ha n int ket reizet gant an Iliz : comportamant dishenvel ar gristenien e meur a dra hen discuez avoalc*h. Ha lavaret a c*heller ez eo eur fals doctor an hini a brezeg eur renadur a vuez dishenvel dioc’h hon hini en traou n’int na gourc’hemen- net na difennet gant kelennadurez an Iliz ? Nann, direbech eo gant ne voall-scuerio den ebed ha ma labouro evit gloar an Aotrou Doue. Ne c’heller ket eta lakaat an holl gristenien da zonjal holl a-unan var beb tra, na da oberholl a-unan armemez tra. Ne c’houlenner digantho nemet credi hag ober ar pez a c’hourc’hemen an Iliz da gredi ha da ober evit ski- gnadur rouantelez Doue ha silvidigez an eneou. En traou all peb hini hen deus frankiz da heul ar pez a gav ar guella evit ren eur vuez vad ha talvoudus. Ha rag-se, evel ma ’z eo dishenvel an tempsiou spered, ez eo dishenvel ar vueziou. S. Frances ha S. Dominik n’ho deus ket heuliet ar memez rouden. Mes o veza nrho deus bevet dindan scoazel an Iliz, int en em zantelleat ho daou, hag ho deus great ho daou ar brassa vad d’ar gris- tenien. Ne gemeran ket eta evit eur fals doctor an hini ne ra ket d’he spered heul penn da benn ar memez guenojen ’gantvahini. Ma car Hor Zalver, ma sent mad ouz he Iliz, ma ’z eo benniget he oberiou gant he Vikel var an douar, e lavaran d’ezhan : Te a zo va breur, ha beza ne Digitized by GoOglC