Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/502

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ha lezennou ar vamm-vro pe ar Frans ne ranket heulia anezho e Breiz-Izel nemet pa blije gant arChonseil braz ho digemeret. Beza ez oa kargou da baea er c’harteriou all deuz Bro-Challha ne oaint ket anavezet e Breiz-Izel, evel ma ’z oa ar guir da baea divar ar c’hoalen; hag ar c’hargou da veza paeet e Breiz-Izel ne vijent lakeat ne- med evit daou vloaz ; goude an amzer-ze ne vijent dal- chet nemet pa blije gant ar Chonseil braz. He-man ’n em gleve mad gant al Lez-Veur (Parlemeat de Bretagne), a oa ar justis etre he zaouarn, hag evel-se an traou a ie mad e Breiz-Izel. Louis XVI touellet gant aliou fall ar re a oa en dro d’ezhan, a c hoanteaz diskar gouarnamant horbro, miret deuz ar bobl da gaout perz er c’houarnamant-se, ha kass d’an traon guiriou ar Chonseil braz ha re al Lez-Veur. Trouz a zavaz, hag ar freuz a greskaz c’hoaz pa oue kle- vet ez oa lakeat er prizon daouzek deuz ai Lez-Varn, eat da Baris da zifen ho guiriou. Ne chomjont ket pell er pri- zon, mes ar Vretoned, drouk ennho o velet chench ho lezennou koz a zavaz a eneb ar Roue pa zigoraz ar Revo- lution. Kredi a reant kaout adare ho guiriou koz, siouaz, fazia reant, hag an drouk a oa bet great d’ezho, ne oa netra e skoaz ar freuz hag an dismantr a rai ar Revolution. An Aotrou de Saint Luc en doa guelet a bell petra eruje, hag abaoue an eunnek a viz gouere 1790 en doa skrivet d’ar Pap Pi VI evit goulen diganthan petra oa da ober e kreiz ar freuz a velet o tont. Ar maro, siouaz, a viraz outhan da lenn lizer an Tad Santel. Allizer-man aro kalz meuleudi da Eskop Kemper abalamour d’he nerz- kalon ha d’ar zoursi a gemer deuz he iliz ha deuz an eneou. Eun enor eo evit eun eskopti kaout eur seurt lizer etouez he baperou koz. Evit difen feiz ar gristenien hag ho hentcha varzu ar virionez, evit dioual ne vijent desevet gant ar falz kre- dennou skignet neuze evel breman, meur a hini, tud fur ha gouizieg, o devoa great meur a skrid; ar Pap ive en devoa skrivet meur a lizer eneb ar chouarnamant evit embann ez ea var dachen an Iliz heb guir ebet, hag ez ea zoken a eneb guirionezou ar relijion. Mes penaoz kass ar skridou-ze etouez an dud ? Ar varc’hadourien leoriou ne gredent ket ho derchel en ho zi. Kouent ar Retreda Digitized by GoOglC