Eun neubeut da c’houde, Langastr, o velet ne rea nemet koll he amzer, a guita Roazoun (pemp a viz gouere). 1358. — Mont a ra neuze da lakad seziz var Zinam. Breur Guesklin, Olier he hano, a zo prizoniet epad eun arzao a zaou-ugent devez gant Thomaz Kantorbery, mar- cheksaoz. — Sant Yeun ! eme Vertram, mont a ran da gerchat va breur, hag ar Zaoz dislealabaeokerkement- se. - Hag ez a. Stourm a ra ouz Kantorbery, ha larda brao a ra anezhan. Duk Langastr a ro mil lur da Olier da vont endrô gant Bertram. Guened a zo Saozoun o kelchia anezhi ivez. En ho zouez emaOlier Klison, ugent vloaz, mab ar Chlison a yoa bet dibennet var urz Philipp VI e 1344. (Divezatoc’h, Klison, ar mab, a vezo e penn arme Brô-Chall.) Y. ar F. Eur Verzerez epad ar Revolution vraz (1794) (Kendalchl SEIZVED PENNAD (Kendal&h) Ar c’hlanvour a fallee ker buan ma teuaz da veza toc’hor e ber amzer. An derzien a reaz d’ezhan koli he anaoudegez vadha ne chellet ket rei d’ezhan he Zoue. An nao var-n-ugent, epad an noz, e teuaz d’ezhan eur vellaen hag e chellaz kovez, mes ar vellaen ne badaz ket aoualch evit rei d’ezhan amzer da gommuuia. Abenn kreiz deiz e oa en he basion ha da bemp heur e tremenaz, 30 a viz guengolo 1790; bet en doa an nouen, hag araog mervel, an nebeut geriou a c’hellaz lavaret, a ziskoueze ez oa ar peoch hag an eurusted en he galon. Maro eun eskop ken gouizieg, kcn dispont ha ker zantel, e kreiz eun amzer ken diez, a oa eur c’holl braz evit ar vro; soeurezed ar Retreta oa beuzet er glac’har; Victoire dreist oll a gomprene pebeuz koll a rea, hag he daoulagad a zavaz raktal varzu Doue da lavaret d’ezhan, a greiz kalon : « ho polontez bezet great. » Epad an derveziou ma chommaz ar c’horf var ar vas- kaon, e oue guelet eun niver braz a veieyen hag a dud a Digitized by GoOglC — 26 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/499
Neuz