Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/497

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

by GoOglC a laka seziz var ar Groazik. Mes Kolas Bouchard a zifen ker mad kear ma cfhouita Bieiz war he daoi. Da c’hortoz paea ar zeiz kant mii florin, Charlez a ro he zaou vab e kred da roue ar Zaozoun. Kaset e oent di gant Yan ar Manerkaer ha Bertram Sant-Pern. 1356. — Guesklin a ro beacTi atao d’ar Zaozon. Ar re-ma a zo kastel Fulkeriac’h (Fougeray) d’ezho. Daou c’hant den hag ouspen a zo ouz he zifen, ha Bertram n’euz nemet tost da gant ganthan. Ne dal ket d’ezhan mont dre nerz eta; gant ijin ne lavaran ket. Eun devez, Brambouc’h, ar gouarnour, a ya er meaz d’ober eun drô- vale gant he zoudarded. P’ema eat eur pennad brao, Guesklin a visk dillad eur c’hoataer; daou deuz he zou- darded a ra evelthan. Hag int, bep a veacfh keuneut gantho, ha mont beteg ar c’hastel. Kinnig a reont ho horjennou dfar Zaozoun. Tenn eo ar goanv, hag ar re-ma a zigemer laouen an tri goataer. Digeri a reont ar per- zier. Ne *z euz nemet tri anezho kennebeut. Guesklin a daol e zam treuz-didreuz var ar porz-guint, a dap he vouchal hage lacfh daou Zaoz. Egile a dec’h da zini ar c hloc’h-galv. An holl zoudarded Saoz choumet er gear a zired da zailla var Vertram. Hen-ma a zalc’h penn he- unan ouz seiz anezho. He zoudarded a zeu dizale, hag ar Saozoun a zo lazet. Hag ar c’hastel a zo da Guesklin. Ya mes, ha Brambouc’h gant he zaouchant soudard ? Ber- tram a lez daou-ugent soudard er c’hastel, hag a ya gant an hanter-kant all da c’hedal ar gouarnour. Setu hen o tont. Intron Varia Guesklin ! eme Vertram o pilat Bram- bouc’h maro var an douar. Ar Zaozoun all a zo prizoniet, hag ar c’hastel a joum gant Guesklin. Er bloavez 1356 ivez, duk Langastr, Saoz, a lakeaz sezis var Roazon. Nao miz dioustu e choumaz eno dirag kear, heb gallout dont a benn anezhi. Difennet oa ivez avad gant tud kalounek, gant ar gouarnour Penhoat en diabarz ha gant Guesklin en diaveaz. 1357. — Evelato, keariz, skuiz ha dibourvez, a lavar plega da Langastr. Neuze eun den a galoun a zav he vouez : « Kenvrôiz, emezhan, mar kirit me a ya da glatk pellaat ar Zaozon. Me a yelo e meaz kear, tapet e vin, ha kaset da Langastr. Liva a ringevierdezhanguellama — 84 -