Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/478

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Konferansou an Aotrou J. OUÉRÉ VAR AR BEDEN 2° Ar beden a chinou. Ar beden a chinou eo an hini a reomp dre gomzou lennet en eul leor pe desket dindan envor ganeomp; er beden-ze, an daoulagad a lenn pe ar muzellou a gomz. Ar beden a galon hag ar beden a c’hinou a zo evel daou vrank savet var ar memez korf gouezen ha gaivet da zougen ar memez frouez ; ho diou e tleont tenna bennoz Doue varnomp. Setu aze eur paour keaz hag a zeu heb lavaret ger, da asten d’eoc’h he zorn, neuz o parlant nemet he zillad paour he zaoulagad beuzet a zour, he ziou voc’h touliet gant an dienez, ho pedi a ra petra benag ne lavar ger. Mar teu ouspen da lavaret: Oh c houi hag oc’h euz da ziweret, ro pezo truez deuz an ezomek ; e ra c’hoaz eur beden, mes eur beden a c’hinou. Eur perz mad a zo er beden-man, rak ar c’homzou a leveromp a vir ouzomp da veza ken dizonj. Mes da ziwal ez euz ive deuz eun dra noazuz braz : da gaout aoun ez euz na jomfe ar galon mud epad ma parlant ar muzellou, hag ar beden a c’hinou pa ne vez ket ar galon da heul ne dalv netra, koulz lavaret, dirak Doue. Ne gomzin ket deuz an oll bedennou a c’hinou a zo ar gristenien boazet da ober. Beza ez euz teir hag a ve an aliesa lavaret etouez an dud üdel. Euz anezho, bep eil tro, ez an da lavaret eur gomz verr ; 1° Sin ar Groaz.

  • ° Ar Bater.

8° An Ave Maria. 1° Sin ar Oroaz. 1° Petra eo sin ar groaz. 2° Penaoz e rersin ar groaz. 3° Peseurt nerz en deuz sin ar groaz. 4# Pegoulz ober sin ar groaz. Digitized by Goo