Rak-se e c’houlennomp evit-ho a greiz kalon, dre bedennou Mari, ar Verc’hez dinam, sikour ha madelez
Doue. »
Beza unanet a galoun, beza bugale sentuz, kalounek, prest da c’houzanv poan, mad da bedi : setu petra c’hou- len diganeomp ar Pab, ha setu ive ar pez a garfemp a vije sevenet... Beteg-henn ann eil ne vele ket an traou evel egile ; ankounac’hait kement-se, ha neuze, H. B. K., n’ho pezo, gant hoc’h eskibien hag ho peleien, nemet eur galoun hag eun ene evit kenderc’hel ha difen hor relijion zantel, hervez gourc’hemennou ar Pab, heb trouz na tra- baz, mez goulskoude hep tec’het na fall galouni. Ma teuje unan bennag, en despet da volontez vikel J. K. da glask sevel eun Emgleo ha n’he divije nemet ann hano a gatolik, nikun ac’hanoc’h, var zigarez ebet, ne lakafe he hano enn Emgleo-ze. Ho pastored a ziskouez krenn eo gwelloc’h gantho gouzanv al laeronsi hag ar baourentez, kentoc’h eget trei kein d’ho dever. Eun dra sklear eo; an dud fidel a dleo e koustianz, peb hini hervez he zanvez, rei sikour d’ar Bastored evit derc’hel deread stad ar relijion ha stad he beleien.
Erfin, evel ma z’ eo mad ha tra an Aotrou Doue, hor mad hag hon tra ive, ha ne c’hellomp, heb he skoazel, dont abenn euz netra, e vezimp guelloc’h hag aketussoc’h da bedi. Kaloun Zakr Jesus, leun a garantez e kenver ar Fransisien, ni ho pedo, a greiz kaloun, dre bedennou ar Werc’hez Vari, karantezuz ive meurbed evit hor bro, ni ho pedo da gemeret truez outhi. Grit ma chommo ato hor bro muia-karet aketuz da viret he c’hreansou kristen, dindan skoazel Feiz hon Tadou koz, ha da gerzet ato dre ann hent hen deuz he c’hasset bepred d’ann henor jha d’ar c’hloar.
Roet e Paris, gant eskibien Frans, dastumet holl assamblez d’ar 7 guengolo 1906. f Fransez, Kardinal RicBard, Ar&heskop Faris.
F. L. C.