Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/434

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

En em zislea a reomp, epad eun ofercn, cuz muioch a. bechejou eget dre ar rusta pinijennou. Dre eun oferen e c’hellomp diskuez d’an Drindet santel an oll anaoudegez vad a dleomp kaout evit an oll grasou bet diganthan. Eun oferen a glevomp a vezo talvoudusoch d’eomp eget kalz re all lavaret evidomp goude hor maro. Pa glevomp eun oferen en enor da eur zant, e reorap d’ezhan ar brasa levenez ; hen a gemer a galon hon intansionou ha n’hon dilez mui. An oferen heuliet mad a zo eun harp d*hon dioual euz ar goall darvoudou a c’hoarvesfe anez. Bennoz hag eur- vad evit aferiou ar bed, a gaver stank er Sakrifiz santel-man. En oferen e kaver ar pardon euz ar pec’hejou veniel, gant ma vez c hoant d’ho dilezel hiviziken. Kaout a rer ive graz, nerz da derri an techou fall, distro ar bec’herien da Zoue, pare ar glanvourieu. Peb oferen a gresk ar gloar, an eurusded on devezo er baradoz, m’hen heuKomp gant feiz. Dreizhi e teu d’eomp graz ar maro mad, hag ez eo divereat poaniou ar purkator; dre-ze e c’heller fiziout kaout eur purkator berroc’h ha diboaniusoch. Ma ne c’hellomp ket lakad pedi evit an anaon, hor c’herent nesa, e c’hellomp ho zenna a boan, dre oferen- nou klevet gant devosion. Da bred ar maro, dirag hor barner, a zizoloio piz hor pec’hejou, on devezo da ziskuez, evit hon dizamma, an oll mirit gounezet epad an oferennou or bezo klevet mad. Jesus a ro he vennoz a-unan gant ar beleg, evit pellad an drouk-spered diouzimp. Noz-deiz ar Sakrifiz-man a zo kinniget en eul leaah benag; en em unani a c’heller eta, hag e vezo guel!oc*h ar pedennou. 0 tilezel an oferen bemdez, dre leziregez, e kolier gra^ sou dreist muzul. Jesus a zisken var an aoter, gant eur^ maread Elez, hag ar re-man abed ganeomp hag evïdomp," L. S. Le Oérant: F. Gborgkljn. Breet, Imprimerie de la Presse Libérale, rue du Ch&teau. 4 Digitized by GoOglC