— 99 — $ 2. — Penaoz ha gant piou eo bet great ? Great eo bet gant Jesus-Christ, dreist oll goude ma ’z oa bet savet a varo da veo, pa lavaraz d’he Ebestel : Me ho kas evel ma ’z oun bet digaset va unan gant va Zad. Ar re ma o pezo pardonet d’ezho ho fec’hejou, o devezo pardon; hag ar re na root ket d’ezho pardon euz ho fec’hejou, ne vezint ket pardonet. Sakramant ar Binijen a spount kalz a dud. Kant digbrez a glaskera eneb d’ezhan. — Perak Sakramant ar Binijen ? 1* Sakramant ar Binijen : A zigas da veo eun ene lazet gant ar pec’het. A ro nerz d’an ene dinerz. A zifen an ene ouz an danjerou hen diskarfe ; 2* Sakramant ar Binijen a zo mad : Da zigas ar peoc’h er galon, da lakad ennhi esperanz; 3*Mad da ziskuez trugarez Jezuz-Christ ha da zerc’hel etouez an dud an urz vad hag ar vreudeuriach. § 4. — Pegen red eo evit ar pec’her ? Kaer zo klask digareziou, Sakramant ar Binijen a zo cun dra red evit kement hini en deuz, goude ar Vadiziant, great eur pec’het marvel benag. Ma c hell ar vertuz a binijen pe eur gontrision barfet lakad Doue da bardoni d’ar pec’her, morse pardon ne ro fcemet bolontez a ve dadostad.pa c’hellor, ouz Sakramant ir Binijen. N euz nemet daou hent hag a gasfe d’ar baradoz. 1* Hent ar vertuz miret disklabez a oll viskoaz ; 2* Hent ar vertuz renevezet goude pec’hi, dre Sakra- raant ar Binijen. Setu perag Sl Jerom a lavare : Sakramant ar Binijen a D eur planken a zavete taolet da eun den kouezet U dour. Guelit eur merdead, etc... Ma sonjfemp mad, Sakramant ar Binijen a zo kentoc’h |r vad evidomp eget eur beac’h. Bezit pinvidig, etc. ma ne d’oc’h kristen, Sakramant ar Inijen n’eo ket great evidoc’h... Bezit paour... pec’her braz, etc... ec’hellit mont da lout eur beleg ha lavaret; Pardonit ac’hanon... §3. — Pegen talvouduz eo ?
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/405
Neuz