Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/378

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

————

An Eal hag an Ene

————

Eun Eskop santel, mantret o velet pegen neubeut a stad a ra kalz ac’hanomp deuz Jesus er Zakramant meulet ra vezo, pegen dievez, pegen dizeblant e vezomp peurvuia en llis ; a verve gant ar c’hoant da rei guelloc’h da anaout d’an oll karantez hor Zalver evidomp.

Eun devez ma tride sederroc’h c hoaz he galon, o veza, marvad, m’en d’oa Jesus lezet da gueza ennhi eun elfennik deuz an tan binniget digasset ganthan var an douar