Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/372

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

— 71 — 4° Ar fals-prezegerez An drouc-prezeger a lavar ouz he nessa an drouc a zo guir. Ar fals-prezeger a ia pelloc’h. Sevel a ra eur gaou noa- zus evit he ziscleria goudeze. Etouez ar goall deodou hema eo ar falla, an danjcrussa, an hini ra ar muia droug. Drouk e teir zoare : Lakad a ra an tan etre ar vignoned ar priejou, an amezeien, penn caos eo a zizunvaniez, a brosejou, a ienien, a voarizi. Koll brud vad eun den honest, lakad avechou eun den mad da gueza, dre sizesper, en dizurs. Ne respet netra, guelit J.-K., ar Zjpnt.Ouz ar re vella eo ec’h en em laka da genta, gant ar brassa plijadur. Mes ar bilim a gerz d’he hnul. — Ha neuze ne istim, ne zarempred ket an den ma drouksonj divar he benn. Guir eo n’eoket mad fiziout en oll... mes brassoc’h mank eo c^hoas credi an drouk, eb kaout merk mad ebet. Bugale ar goall deod 1° An teod ors. —An ors a zrail, a faout, a bil... an teod ors a daol da eun den e creis he zaoulagad ar brassa begadou hag a vezo fouge ennhan goudeze. Hen-ma zo he blas er c’hoajou gouez ha nann etoucz ar gristenien. 2° An teod broud. — Ar vroud, cb rei ar maro, a bik, a doull, hegazi a ra, poan a ra... Lod teodou a zo evel ar vroud, atao dichikal, goapad, dispenn, rei leac’h da zis- credi, diskolpa tammou bihan... traou hegazus evel guesped. 3° Teod alumetezen... an alumetezen a laka an tan. Lod teodou ne reont nemet toulla d’ar re all, digeri an hent, lakad an tan da gregi. 4° Teod countel-gamm. — Ar gountel-gamm a droc’h donc-monea. An troc’her dous a zo ar memes tra. Dira- zoc’h, en tu ganeoc’h. Adrenv ho kein en hoc’h eneb... tudidou plat, mad da lakad en toullou pri dindan treid an dud vad pa dremenont. Petra rank ar goall deod da ober ? Ar goall deod a ra drouk aliez muioc’h eget al laer. Al laer a gass ganthan va arc’hant, ar muntrer a denn Digitized by GoOgl