Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/354

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

all. — 57 — An Aotrou KERIOLET KENTA LODEN Al loden genta a zo tremenet etal kastel Kerlois, li an Aotrcu Keriolet, an eiz a viz Guengolo 1635, deit pardon Itron Varia a Drugarez. PENNAD KENTA MATHURIN, FRANCÈS Mathurin azezet var eur skabel vein, a lavar he chapelet FRANCÈS Ac’hanta, Mathurin, n’oc’h ket eat d’ar pardon? MATHURIN Nan, Fanch, re ien eo deut da veza va c’halon Evit mont da gana, da zansal d’ar festou, Evel ma ’z ean guechall, pa oa ruz va chotou. FRANCÈS Choui zo bet koulsgoude, guechall, eur goall ganer, Ne gavet ket ho par tro-var-dro er c’harter. MATHURJN ïa, ia, em iaouankiz ’m euz gouezet forz soniou Mes breman ne ouzoun nemet va fedennou. FRANCÈS Ar beden a zo kaer d’ar re zo var an oad. MATHURIN Var teod ar re yaouank ne ’z euz netra ker mad Hageur c’hantik laouen en enor d’ar Verc’hez. Allaz! hor c’hantikou kaer vel mouez an Elez, Den, var dro Kerlois, ne gred mui ho laret Rak aoun zo e kleffe an aotrou kounaret. FRANCÈS Mam an aotrou, guechall, en amzer ma veve Ablije kalz d’ezhi klevet ar vugale Bodet var al letoun, varlerc’h ar Gousperou Aze, etal ar vezen, o kana kantikou. Digitized by GoOgl