Sant Nolf, etal Guened a gouezaz klanv. Ar vedisined a oa bet var he zro epad meur a viz, ha goudeze e tigaechont anezhi aman er bloaz 1868. Pareet eo bet dioc’htu evit mad. Perag e charsit, a c’houlennaz diganthi eur beleg ? N’ouzoun ket, emezhi. — Penaoz oc’h kouezet ? O tioual ar zaout edon, eraezhi, hag ez oun kouezet seraplet, heb gouzout netra.— Marteze, eme ar beleg, ez oa goall sonjou en ho spered ? Oh! nan, emezhi. Ar beleg en d’oa. c’hoant gouzout hag an drouk- spered en d’oa perz er c’hlenved. Lavaret a reaz dezhi dontadareer Moaz varierch. Doat a reazda drugarekad ar Verc’hez. Koulsgoude, o tostad ouz douar Josselin, e d’oa aoun da goueza a nevez. Ne gouezaz ket, hag en distro ez oa braz he levenez. 3° Meur a harz&rez a zo bet pareet epad m’edont heb ho skiant vad. « Poan vraz oc’h euz ? a c’houlennet digant Marie Lahirel ». N’ouzoun ket, emezhi. Meur a gant test a c’hell lavaret koulz ha me, ez oa evel eur c’harf maro, pa oa lakeat da bokat d’ar relegoUj ba kerkent e savaz evel pa vije o tont a varo da veo. — Perag enebi evel ma rit ? a lavare enr belegda blac’h yaouank Sant Nolf, ne garit ket eta ar Verc’hez pa ne fell ket d’eoc’h pokat d’ar relegou ? Oh eo, emezhi, me gar Itron Varia an Drein a greiz va c’halon, e» despet d’in eo, n’ouzoun ket petra ran. An oll re glanv alavar eta ar memes tra : Ne ouzoun ket, ne zantan netra. Setu ar pez em oa da lavaret. Da Josselin e teu an oll Harzerezed, ha mar d’eo trist ar c’hlenved, ez eo da viana abeg deuz kalz a enor evit ar Verc’hez Santel, rak diskouez a ra he galloud. Abaoue ma ’z eo kurunet Itron Varia an Drein (1), ne ’z euz mui kement a Harzerezed, var hed kalz, hag an oll a lavar e deuz c hoant hor Mam vad, da baea evelse ar gurunen gaer a zo lakeat var he zal. _ L. G. (1) An hano-man a zo bet roetda batronez Josselin abalamour d’an imaj koz a oa bet kavet, en navet kanved, etouez an drez hag ar spern en eur park pe en eur c’hoat. Eun iliz kaer a zo bremaa var al leac’h-se. Ar relegou a boker d’ezho a zo eun tam deuz an imaj koz. Ar ¦keuden goz-man a oa bet taolet en tan e kreiz eur porz, gant soudardedar revolusion: meskement a c’houez falla deue deuz ar moget ma rankaz an oll tec’hetpell. Neuze eurvaouez kristen a tfheUaz tostad ha kemeret ar pez a Jomme deuz imaj koz Itron Varia an Drein, Digitized by GoOglC ^otroü K^fïolet
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/352
Neuz