an den ne gav komz ebet evit merka petra eo ar barrou skrijuz-se, gant ar ronkel hag an harzadennou ker poa- niuz da glevet, nag evit diskouez penaoz edo ar c’horf paour-ze gweet gant ar boan, o klask enebi ouz ar maro.» Neuze tri zen a grog er glanvourez evit he c’hass d’an iliz da bokat d’ar relegou. Houman, daoust n’e ma ket c’hoaz ennhi he-unan, a glask mont digantho, krial a ra, he mouez a zo spontuz, kass a ra he fenn adren. Ar oazed koulsgoude a deu a benn da lakad he muzellou var ar veren a zo o c’holo ar relegou, ha raktal ar plac’h paour, torret he c’hlenvet, a chomm heb finval, feaz ha laosk he c’horf..... Aben nebeut amzer ez oa deuet mad ennhi he- unan, pare oa. A nevez eo kasset da gichen ar relegou hag e pok d’ezho anez-hi he-unan. Breman n’e ma ken merket ar boan varnezhi, dizamet eo ha pare. An aotrou Jeannel a gomz c’hoaz deuz eun harzerez all, guelet ganthan er menez dervez. « D’ar mare ma poke d’ar relegou, emezhan, he c’halon a lamme c’huec’h ugent guech bep raunut, ha goudeze etal ar feunteun, ez oa evel an oll, he c’halon a lamme var dro hanter kant guech bep munut. Diez e veife lavaret sklearoc’h. Mes an traou spountuz a lavar d’eomp an aotrou Jeannel, daoust ha ne zigoue- zont nemet da bardon Itrori Varia an Drein. Kalz tud a gred ne vez taget klanvourien arVerc’hez nemet eun dervez benag araog ar Pantekost pe da lun ar Pantekost, deiz ar pardon, hag e tleont dont bep bloaz da c’houlen ar pare digant an Itron Varia. Kementse n’eo ket guir koulsgoude. Ar c’hlenvet-man n’e ma ket er goad, er famillou, hag ar re glanv, siouaz, o deuz barrou skrijuz a hed ar bloaz. Anavezet em euz e La Grée Sant Lauranz, eur vaouez, he hano Mari Dahirel, plac’h mad ha kristenez deuz ar re vella, hag a harse bep sul kenta ar miz, ha bevech ive e rèa vad d’ezhi pokat da imaj ar Verc’hefc en he iliz par- rez. — Anaout a ran unan all, an intanvez Brulé dcuz kear Touche Piro e Sant-Servan hag e deuz lavaret d’in, daou zervez so, e kouez ken aliez a ma vez eur gouel benag en enor d’ar Verc’hez. Goulennet em euz diganthi penaoz e koueze hag hi a lavaraz : « Da genta e santan poan galon, goudeze poan dre va c*horf penn da benn, ha neuze e teu d’in eur boan benn skrijuz hag e kouezan semplet.» Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/350
Neuz