Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/333

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

— 36 — Rag, atao, malloz Doue A gouez varnhan pe var he re Heb counta clioas ar beacli pounner A zougo dirag ar barner. Coulscoude, stanc eo ar re a laêr. Beza zeus anezho a bep seurt liou, a bep seurt ment, a bep seurt stad. Pet guech na lavaromp ket: neus mui na feis, na vad, na coustians, na lealded. Faos, oar deut daveza ’vel andour red. Hag e guirionez, laêronsi zo a bep tu. Ar pinvidic avechou a laêr poan ar paour. Ar paour aliez a laêr an aluzen. Ar marc’hadour a laér ar prener. Poueziou faos, aliez: Grouan etouez an ed: — ed brao var gorre, ed lous e fons ar zac’h, — kordennou koat, neiziou logod e creis. — An toer mein a lavar : Laér eo ar guerzer ma kemer en tu all d’ar pris merket: — Laér an devezour a labour fall. II Al laêr a nac’h a zo ker fall hag ar re all: me ne dan ket da laêres, maes me gav var an hent; gouzout a ran da biou eo ar pez e meuz kavet. Neuz fors me hen dalc h: Laêr oun. — Prestet zo din : neus skrid ebet, me nac’h : Laér oun. Laêrez eo ive, c’hoas, ober coll d’an nessa heb guir: Laza loaned, troc’ha guez, rei goal aliou, ober eur vicher heb he anaout. Al laêron, evel maveler, zo stank. Stankoe’h vent c’hoas pa na veffe d’ar pez zo merket en diskan-ma : Te zo re skanv, m’her goar ervad, Mes pa verzan. te zo mad. Te re bounner, mses da brena Te * zigas din ar zam brassa. Te jomo, te ne jomi ket Ne lakin ennhout tach ebed. An oll a oar an diskan-ma : Ar miliner, laér ar bleut A zo daonet beteg he veud Hag he veud zo an daoneta Rag ma za er zac’h da genta. III Micher al laôr a ve tentus Ma ve ganthi peoc*ñ padus. — 3