Fanchic ar miliner a lavaras outhan he-unan, setu te e tro vrao evit mont da glasc an arreval euz an eil ty d’egile: ha da vignon Fistoulic dindan he druillou, n’en devezo mui avi ouzit. Ous- pen-ze, perac eun azen da eun truilleg eveldan ? Evit dougen dczhan he damou creun : a zoarcoc’h e ve din-me er c’haout evit dougen va zac’hajou ed. Eur vech deued an noz, e tigor sioulic dor he amezeg Fis- toulic, evit tapa crog en he azen, ha lacât he hini maro en he leac’h. Mantred bras e voe ar paour keaz pa ziunas : he azen a ioa maro, an aneval a iea d’he heul epad he droiou : ha ne helle muia sonjal, gant he zivesker fall, mont da ober an dis- terra tro etouez an dud. Petra da ober ? Ervez ma plijo gant Doue, emezhan : p’eo guir en deus caved mad lêzel an droug da goueza var be chouc, e c’houezo lacât al louzou e kichen. Sêc’hi a ra he zaelou, azeza a ra var dreujou he dy, he rozêra en he zaouarn. D’ar mare-ze oa etremen var an hent eun den ag a velaspegen melconied oa an den kcaz. Eur pillaouer oa, ag a iea euz an eil kear d’eben, evit clasc pe zoken prena an traou a ioa 6 vont da fall, pe ne reat implij ebed anezho. — Tad coz, emezhan, perac kement a c’hlac’har var ho trem t ag eur goal dra benag zo en em gaved ganeoch ? — Iada, emezhan : n’em boa nemed eur mignon evid rei din scoazel da dremen va buez reuzeudic : an azen a velit aze, ha. setu hen maro. — Ne vezo ket lavared, eme ar pillaouer, enn devezo eur c’hristen lezed he vreur da zua gant an naon : eetu aze pévar scoed, emezhan. Ho rei a ran deoc’h, evid croc’hen an aneval maro, nemed e clascoc’h eun den all benag evit rei an dourn d’in d’en discroc’henna. — Mad, mad, eme Fistoulic, ag a ieas, var bouez he fiac^ou, da skei var dor Fanchic. Ar miliner a ioa d’ar mare ze e lemma he vilin. 0 veled ar paour keaz en he dy, e voe evel nec’hed, ken na glêvas he amezeg e lavared dezhan : Ho sicour da ziscrc^henna oc’h azen, amezeg keaz : ia, ia, a galon vad. A ne dle zcien rei scoazel an eil d’egile ? Ag eb dale tam, e tat butun var he zac’hajou bleud, evit mont da gaout ar r. (Ar pennad all divesatoi Le Gérant: F. Georoi Brett, Imprimerie de la Fresse Libérale, rue dw r’ ** Digitized by GoOglC
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/289
Neuz