382 — maro, ha dare gant an naoun. Tremen peder heur var-n-ugent a ioa n’o doa bet tam, hag edont o poania var ar mcr,_o rouen- vat hag o pidi. Ama e voue roet dezho da zibri ha da efa, hag e vouent laket da gousket e gueleou mad, hag evel n’ho c’havet ket c’hoas diskuizet mad antronos vintin, ne dejot ket d*ho e’has d’ar gser d’ar iaou ; d’ar guener avad, eur vak pesketa a zavaz he gouel mintin mad evit ho c’has d’ho enezen, rak gouzout avoalc^h a reat e tlie ho zud beza nec’het gantho, ha glatfharet o clask gouzout petra e voant deuet da veza. Digouezet en Enez, ar vugale, hag ar verdaidi, a ioa eat d’ho c’has d’ar g»r a ieas rag eün d’an ilis.. Glevet a reant ar c’hleier o son glas ; ne ouient ket avad oa evitho e sonnent canv evelse. Pa zejont en ilis, me ho les da zonjal pebez taol a scoaz e calon ho zud a ioa o keuzial hag o vouela dezho ! Eun abaden evelse ne c^hellér nag he merka gant ar biuen nag he discleria gant an teod. Eur sebezen o devoue evel pa o divije guelet ar vugale-ze o tont er meaz euz ar bez goude beza bet preiz ar maro. Ar c’hanv a droas buan e laouenidigez, an daelou a c^hlacTiar e daelou a joa, hag ar pedennou clemuz e pedennou a anaoudegez vad evit Doue hag ar VercTiez santel. Ha brema ar re n’o deuz ket a feiz a c’heUo lavaret e voa digouezet kementse oll dre chans. E guirioncz chans vad o devoa bet. Me|avad a gred e voa ar chans ze eun taol a brovidans Doue. Anez penauz e divije gallet eur vagik ker bian treuzi ar raz oll hep beza tumpet ha taolet var he ginou cant guech gant ar c’houagou mor ker rust a zo eno ? Guir eo pa vez brasa ar mor e vez eno nebeuta danjer, abalamour e vez neuze bue- loc’h an dour a zioeh ar c’herrek ; hogen abars m’e devoa gallet ar vagik mont tre er meaz euz ar raz e tlie beza izeleet mad ar mor, dreist oll ma sonjer e rea an daou botr brasa ho gallout gant ho rouenvou evit enebi ha miret na bellajent dioc’h an douar ? penaus ne vouent hi ket digaset en dro varzu an enez gant ar marc kenta goude an hini en doa ho zachet er mor ? Ma vijent distroet gant ar mare-ze e vijent bet en em gavet tost d’an douar pa vije tenval an nos, hag e vije bet red eur burzud brasoe^h c’hoaz evit miret outho da veza beuzet. Perag e voanf u: eat larg en douar bras da zouara, ha kementse en despetdezl Abalamour vardro an enezennou hag ar bek douar-ze eo rust ar mor, hag eo ato danjerus tostaat oc’h an doui Evidon-me a gred mad e deyoa ar Verc^hez santel, divar he zrc clevet ar vugale-ze oc’h he gelver, e devoa taolet eur zell a Digitized by GoOglC — 383 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/287
Neuz