— 8 Kenderc’hel reant evelkent Da vont kalounek gant ho hent, Pa veljont matez eun ti braz E touli an nor o veska toaz. 9 Sant Per a lavar: « Deomp ama ; Krampoez a vo da viana ; Krampoez vo kavet heb dale, Gant ma vo bolontez Doue. 10 Ebarz an ti ez eont dioc’htu. « Ni, eme Ber, hon evp naoun du ; Daoust hag aman ne c’helfemp ket Kaout, da brena, eun tammik boed f 11 « Eo zur, a respount ar vatez; Aman bremaïk evo krampoez... » Choum * ra heb lavaret goude : « Gant ma vo bolontez Doue. » 12 Ar vestrez a lavar d’he zro : « Graet eo an toaz; krampoez a vo ! Choum ’ ra heb lavaret ive: « Gant ma vo bolontez Doue. » 13 Jezuz hag he zaou abostol A dosta neuze ouz an daol, Hag ar vatez, varnhi kalz prez, A stag da aoza he c’hrampoez. 14 Daou drebez e laka buhan, Ha diou billik, ha tan dindan... Ha dioc’htu e krog er varaz Oa bet ennhi mesket an toaz. 15 ’N eur he zostât ouz an oaied, Setu ar varaz didalet! Hag an holl doaz a ioa ennhi 4 "80 ledet var al leur-zi!
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/278
Neuz