56 — — Mad, cas-ta... Gouscoude an intanvez paour a lavare outhi he-unan : abenn eun dervez pe zaou, bug ile baour, n*em bezo ket eur c’hinaouat da rei deoc’h, bag e yezo truezussoc’h ho stad evit bini al labouset keiz. Rag noa mui cazi tam en ti ha n’oa ket eur guennec. Annaik ha Laouik a voa eat ho daou da deleur bruzun bara d’al labouset bian e kichen an treuzou pa glefjont eur vouez c*hroz o lavaret en eur c’hrosmolat: — Ma ne ket eun truez guelet teleur bara evelse da goll, ba beza kement a dud dare da vervel gant an naoun dre an amzer griz-ma, tud ha ne gavont ket eur c’hinaouat vara da zibri! An daou vugel a voue spontet o clevet ar vouez-ze, mes ho aoun ne badas ket pell, rag guelet a rejont en bo c’hichen eur paour kez ciasker a voa boas da zont di da choulen an aluzen. — Ne ket da goll eo e taolomp ar bara, eme Laouik, d*al labouset bian eo pere ne gavont brema tam gant an ercli. — Bugale vad oc’h, eme’r paour; ha pa oc’h eus truez oc’h al laboused, ho pezo ive truez ouzin-me. Me’m eus ive naoun. Madalen a roas he vern d’ar paour coz ous taol gant he bugale. Ar paour a glevas eur glemaden bennag en eur guele : — Unan clanv bennag oc’h eus, emezhan ? — Ia, eme’n intanvez; va mereh hena. Tri bloas so ema var ar gucle-ze, ha n’eus kelou cbet dizi da barea. — Paour kez merc’h ! Pe oad e dcus ? — D’ar Ghandelour e devezo c^huezec vloas. — Kenta guech ma zin da Zant Ian ar Biz, pe da Rumengol, pe da Zantez Anna Vened, bezit sur e pedin calonec hor Zalver Jesus hag he vam an Itron Varia da zigas trum ar ieeliet d*ho merc’h. Bennos Doue deoc’h ha kenavo ! — Kenavezo, eme an intanvcz. Hag an daelou a deuas cn he daoulagat, rag sonjal a rea : varc’hoas marteze e rankin eveldan mont da glasc va zam. Etrc daou an hini glan a grie: va mam! va raam! Neuze Madalen a lavaras d’he daou vugel bihan : it alesse ho taou da c’hoari evit ma zin var dro ho c’hoar. Deus da c’hoari ta, Laouik, cme ar verc’h vian ! Mes Laot a jome souezet. Abenn eur pennad e lavaras d’he c’hoar e eun den bras; te ne ouzout ket tc, tc so re vian, mes me a i avoalc’h. N’em eus ket a c’hoant da c’hoari pa velan va m, ken trist, ha va c’hoar vras ker clan. Ha neuze, ember e- Nedelec, ha n’or bczo kct a eteo da lacat en tan. Digitized by GoOglC — N’hor
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/261
Neuz