Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/206

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

He vere’h (n’hen devoa nemethi) He verc’h oa he hano Mari Dre cTirass Doue, hounnez avad A ioa ’n he c’hreiz eur galoun vad. A vihanik, an dimêzcl A ioa bet eur plac’hik santel Pa vele *r paour e toull an nor, Dioc’h tu he c’haloun oa digor. He zad, siouaz f er c’hountrol beo Ouz ho c’hlemmou oa pounner gleo An dud er vrassa dienez N’en devoa outho tam truez. Aoun en doa ne teuje Mari Da skarza oll vadou an ti. Eun deiz chasse, petra reaz ? Alc’houez ar bara ’gcmeras. Pa velas Mari ar beorien Diredet da glask aluzen Da gambr ar bara e redas : An nor a oa prennet, siouaz ( Dezhi, o pebcs kalounad f Daelou a zav ’n he daoulagad. Oh f ma cTialje da viana Kinnig frouez el lec’h bara f Nan, ne heil ket : el liorzou Ne gaver o’hoaz nemed bleuniou : « Pa n’euz tam frouez, emezhi, « Ar pez em eus a fell din rei. » Setu Mari, a dreuz ar porz 0 redek buan d’al liorz : Hag eno pell ne zalc ket : David e feorien e tired. Petra zo ganthi evitho ? Bokedou roz, bokedou brao. « Ne meuz, emezhi tam bara : »< Tud keiz, kemerit an dra-ma. » — 246 —