Enor dfan dud a Vor ! Ton : Petra zo nevez e ker Iz. An oll a gousk n’ho guele kloz Pa zav eur griaden en noz, Nosvez avel ha dour bill c’hlao Var zao, martoloded, var zao. Selaouit... Na glêvit-hu ket E kreiz trouz ar mor kounnaret, Kreiz iouc’hadennou an avel, Mouez ar c’hanol ouz ho kervel ? Dre ma sklerijenna ’1 luc’hed Dindan an envou koummouled, Gwelit var ar mor o tiroll Du-hont eul lestr o vont da goll. Na pebes anken d’an dud keiz A zoug al lestrig en e greiz f Guech en dounder ha guech en eac’h, Kaer ho deus stourm, ar raor vo treac’h. Var don : Bale Arzur. Martoloded, daoust ha lêzel A reot dirazoc’h da vervel Ho preudeur keiz ouz ho kervel ? Nan, a dra zur, rag en ho kreiz E lamm hag e verv kaloun Breiz Dizaoun bepred ha leun a feiz. Breizad n’hen eus krenct biskoaz Ar riskl evit guir a zo braz : Ho kaionou zo brassoc’h c’hoaz. Kerzit eta, kerzit affo Da ziframma diouz ar maro Ho preudeur keiz : Doue r’ho miro ! — 240 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/200
Neuz