237 — Mont a reas d’an dachen en eur bedi, he daoulagad izel, rag beza e zoa unan euz ar guerc’hezed-ze ag, hervez sant Ambroas, nTio deus ket aon rag ar maro, mes ho deuz aon rag eur zell. Ar gommunion he doa great en devez araoc a roe nerz dezhi. NTie devoa aon nemed rag eun dra, na vije diuned he breur ha na deuje da vired outhi da vervel en he leac’h. Pa voue en em gaved var an dachen, Autrou n’Escob Dol, ag a ioa etouez ar brizonierien, a roas an absolven diveza dezho oll, ag an dimêzel a voe unan euz ar re genta discared gant an tennou fusuill. Pemp heur anter oa pa ziunas an Autrou yaouanc. Spounted oll e tilam euz he vele, mes ne gav ken he zillad. Gaout a reas eur viscamant all, ag en laca buan ha buan. Neuze e tigor an nor ag e cav ar mevel daoulined var an treujou. — Ped heur eo ? — Re zivêzat eo, Autrou cont. Re zivêzat f maleürus, gouzout a rez petra gollan-me ? — Ho puez, va mestr ker, a dliac’h da goll du-ze. — Va henor! Glasc buan va marc’h din araoc ma teuio aman va mam ha va c’hoar. Gompren a hellez em boa c’hoant d’ho gueled : mes va ger em eus roed... Kementse a voue lavared a voucz izell: gouscoude an Itron a glévas ag a ziredas : — Itron, eme Alan, dalc’hit-hen, pe e za da vont d’ar maro. — Va mab, eme ar vam geaz, en eur lamed ganthan a dro vriad, ne di ket d’ar maro ! m’ar marvez, me a varvo ive. Etre daou Alan a ioa eat da gambr an dimêzel evid he ger- vel da zont da zicour he mam da zerc*hel he breur. Mes caer en doa skei, den ne lavare ger. Mont a reas er gampr, ha ne gavas den ennhi. Ar guele n’oa bed den ennhan en noz-ze. Dont a reas en eur grial. — An dimêzel n*ema ket aze : n’eo ket bed en he guele. Buan ez ejont oll da gambr an dimêzel, ag an Itron Turgis a velas da genta ar bleo ag an tam paper. Grêgi a reas er paper, ageroas eun taol lagad dezhan, mes coueza a reas euz he zav, ag ar mab eo el lennas. Getu ama petra ioa varnezhan. « Va breur ker, ne varvi ket, ha saveteat e vezo da henor. Digitized by GoOglC — 238 — »
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/198
Neuz