merc’h, cfhe nizes, d’ar mevel evit renca er’ maner peb tra en eun doare dereat da zigemered ar c^hont yaouanc. Pell a ioa n’oa bed er maner pred ebed kel laouen ha ma voue eoan en nosvez-ze. Ne di ken diouzomp, ha n’e ket-ta ? a lavare an Itron beb en amzer d’he mab. Hi ag he nizes ne zoojent ket hirroeh eged er joa ho doa e veled ar c’hont yaouanc deued en dro d’ar maner. E creiz al levenez-ze an autrou yaouanc he-unan n’oa ket dinee’h avoualac?h ; ag he c’hoar, ag a vele hirroc’h eged he mam ag he c^hiniterv, a vele avoualac’h an ncc’hamant-ze scrived var dal he breur. Ar breur ag ar c’hoar a ioa ganed ho daou var eun dro, ha ker bras oa an henvelidigez etrezho, ma vye hed diez anaout an eil dioc’h egile panefede ho guiscamant. A hent all e vije lavared n’ho devoa nemed ar memes calon ag eur memes ene ; ag evelse ive breman ar c’hoar a zante en eun doare benag ar pez a dremene e spered he breur. Pa voe deued unneg heur, ar vam goude beza lakeat he mab da lavared dezhi aben diou pe deir guech kement a ioa en em gaved ganthan abaoue m’oa eat euz ar gear, er pedas da vont da gousked. Rac, emezhi, ezom avoualac’h ec’h eus da eana goude kement a scuisder, a boan ag a neVhamant ec’h eus bed da cTiouzaon en deveziou tremened. An den yaouanc a zaou- iinas evid caout bennoz he vam, ha neuze en em dennas en he gambr. An Itron ag he nizes a ieas ive dagousked laouen braz. Ar verc*’h yaouanc ag ar mevel mad ho doa gueied oa c’hoaz eundra benag ec^h ober néac’h d’ar c^hont yaouanc, ne zonjent ket mont dJho gueie. An dimêzel a ieas goustadik da gichen dor cambr he breur, ag ac’hano, eb en em ziscuez dezhan, er gueias var he zaouiin e pedi. Eul levr a ioa etre he zaouarn, ag e zave eun tamic he vouez. He c’hoar a dosteas he scouarn da zelaou, ag e clèvas petra lenne... Pedennou an angoni! N’he devoe ket ar galon da vont da gomz outhan, ag e zeas, raantred-oli, d’he c’hambr. Ean nebeudic goude e teuas Alan da skei var he dor. — Diraczel geaz, saveteit ho preur. Chui ebken aheil en ober. ^ — Petra zo ? Petra zo en em gaved gant va breur ? Digitized by GoOglC — 236 — —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/196
Neuz