Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/175

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

netra muioc’h dezhan eged pedi dirac imaj an Itron Varia a Guzul vad; ar Pab Pi IX ag a falvezas dezhan lavared he oferen genta dirac imach Guerc’hes Genazzano, ag a gendalc’has beteg fin he vuez da gaout he imaj dirag he zaoulagad. P’eo bed hanved en devez all ar Pab nêvez, e trei ouz ar Gardinaled ho devoa en hanved e lavaras kement-ma : Eur groaz pouner, emezhan, a lakeit var va diouscoaz. — Pe seurt hano a fell deoc’h da gemered, a voe goulenned outhan ? — P?e guïr^ emezhan, e tlcan gouzaon poan, e kcmeran hano ar re ho deus bed muia poan e tifen an Iliz : kemered a ran an hano a Bi X. An hano ag ar geriou-ze a zigassas da zonj deus ar Pab Pi VI (1775-1791)), ar Pab Pi VII (1800-1823), ar Pab Pi IX (1846-1878), bed, evel couls lavared, merzerien ar Revolution. An amzer zo varnomp brema a hell cass an Iliz catholic ag ar re zo cn he phenn beteg an dristidigez vraz zo bed er c’hant- vejou kenta goude maro Jesus-Christ, beteg seuilla ho goad zoken. Lavaromp eur ger benag divar benn ar Pabed-ze. I Ar Pab Pl VI Pa zigoras ar Revolution vraz e Franc er blavez 17D0, ar Pab-ma ioa azezed var gador Sant Per, pemzcg vloaz a ioa. Kenta tra a reas ar ganfarted-ze a Baris eo en em gemered och ar c^houenchou ag oc’h beleien ar parreziou en eur c’houlen outho senti oc’h al lezennou a felle dezho da ober en ho falla- griez a eneb Iliz an Autrou Doue. ArPabPiVI ne voe ket nêc’hed evit lavared dezho en em emellent euz ar pez ne zelle ket outho, nag evit taol an excumu- nugen var an niver bian a eskibien ag a veleien a ioa bed divez avoualac’h evit plega dezho : receo a reas gouscoude var douar an Iliz, e Rom ag el lec’h all, ar relijiused ag ar veleien chomed n hent mad a ioa bed taoled er meaz a Franc. Kementse a voualacTi evit lacât ar botred ruz-ze da ober brezel dezhan Jient doare zo : lamed e voe diganthan an douarou a ioa roed d’ar Pab gant an Impalaer Charlemagn evit beza en " he-unan, ha mired na vije bressed ha divrezzed gant fall en dcvije e’hoant d’cn cm gemercd outhan. Digitized by GoOglC — 186