| nêvez-ze e Jesus-Christ, p’e guir al labour-ze n’e ket bini an den ag en deus c’hount9 aga red, mes hini an Doue a druez (Rom, ix, 16). [ Ha ni oll, Breudeur meurbed enorus, goulennomp kementse diganthan gant cals a izelded a spered (Dan. m, 39), en eur bedi caloneg ag eb paouez, oc’h en em arpa oc^h oberou tal- voodeg Jesus-Ghrist. En em erbedomp ive ouz he Vam galloudus ar Verc*hez. Ag evid beza selaoued kentoc’h ganthi, e veza ma scrivomp deoc’h al lizer-mâ en devez zo bed kemcred evit ober gouel braz ar Rozêra, e nevezomp an oll gourcTiemennou zo bed great gant ar Pab Leon XIII, evit vouestla miz Here d’ar Verc’hez-Vari, ha goulen ma vije lavared epad ar miz-ze ar Rozéra a vouez huel en oll Ilizou. . Oc’h alia a reomp ouspen, d’en em erbedi ive oc’h Sant Joseph, pried santel ar Verc’hez-Vari, patron an Ilis catfiolic, ag ive ocli princed an Ebestel, Sant Per ha Sant Paol. Evid ma vezo great an traou-ze oll, ervez m’hon deus c’hoant, ha ma teuoc’h abenn da ober ervad kement oc’h eus da ober, e e’houlennomp ouz Doue scuilla varnoc’h he oll c’hragou. Ag e testeni ar garantez tener a laca" acTianomp d’ho starda oll var hor cJhalon, c’hui ag an oll gristenien oc’h bed carged anezho e roomp deocTi e Doue ag a greiz hor c’halon, Breudeur meur- bed enorus, evel ive d’ho pêleien ha d’ho pobl, hor bennoz a Bab. Roed e Rom, tost da Zant Per, d’ar bêvar a viz here, euz ar i bloaz 1903, ar cTienta abaoue m’oump Pab. Pi X, Pab. -*cOOO*>-• TEIR ZANTES VIAN ! - 174
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/163
Neuz