ag a laca an den d’en em ober Doue : lacât el leac’h ma tleont beza, lezennoo santel ag aliou mad an Aviel : disklêria a vouez floel pegen mad eo lezennou an Aviel divar benn santelez ar stad a briedelez, divar benn kelennadurez ar vugale, an implij a dleomp da ober euz madou an douar zo etre hon daouarn, deve- riou ar re zo e penn ar broiou; ha renca an traou evid ar guella, ervez lézennou ha custumou ar gristenien etre ar rum- mou tud a zo var an douar. Kelennadurez ar wéleien Cetu aze ar reolen, ag evit senti ouz Doue, hon deus sonj da heulia gant kement a hellimp da gaout a nerz calon, keit ha ma chomimp azezed var gador Sant Per. Ho labour-cliui, Breudeur meurbed enorus, a vezo rei scoazel deomp dre ho santêlez, ho tescadurez, oc’h anaoudêgez vras a beb tra, ha dreist oll, ho oarantez evit gloar Doue» en eur glask eun dra ebken : furmi Jesus-Christ en oll gristenien, evel a lavar Sant Paol. Petra vezo red da ober evid dont a benn euz eun dra ken huel all ? Nedal ket calz ar boan el lavaret deoc’h, kement all a draou a zired dirac spered an den. An dra genta oc’h eus da ober, eo furmi Jesus-Christ er re, ha dre ho stad a vuez, zo galved d"er furmi en dud all. Choant hon deus da gomz euz ar vèleien, Breudeur meurbed enorus. Rac kement hini en deus an enor da veza bêleg a dle gouzout eo galved, etouez ar boblou ema gantho e veva, da ober al labour a lavare Sant Paol a ioa lacaed en he garg gant Doue he-unan : euz al labour-ze e comze evellhen .• Va bugatigou, ag a deuan da roi deoc’h eur vuez nêvez, beleg ma vezo furmed Jesus-Christ ennoc*h. Penaos ec’h hello ar bêleg ober eun hevelep dever, ma ne zoug ket he-unan Jesus-Christ evei eun viscamant, beteg gellout lavared gant an Abostol braz : Bco oun, ha gouscoude n’eo ken me a zo beo, Jesus-Christ eo a vev ennhon : Evidon-me Jesus-Christ eo va buez. tu evid petra, pegement benag peb christen a dle caout ^.nt da veza ar guella ma hello, henvel ouz hor Zalver • mare ma roe muia da anaout he vadêle:9 an dcver-ze a dreist an dud all, oc’h ar re a zo bèleien. alamour da ze eo hanved eun eil Jesus-Christ, n’e ket " ~ veza m’en deus eul loden deuz galloud .Tesus-Ghrist, Digitized by GoOglC - 168 -
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/157
Neuz