Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/135

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Plega- a reas he benn dirac an daoulagad-ze ag a 0’hour- drouze rust anezhan, ag evel e comz outhan he-unan : Guir eo, mc n’e ket eun den oun. Ag e lammas gant he vab evid er briata, ag en dalc^has pell etre he zivrec’h evid er starda var boull he galon. Histor counted gant an Autrou Charpentier, béleg. Tenned euz al levr galleg : Nouvelles soiréis vendéennes. EEHTELUOU DIVAR BEMN AN ISTOR-MA I Ar vesventi Er penn kenta c cavomp daou bricd yaouanc galved gant Doue da zerchel he blac er bed-ma, evid ober ar pez a gavo mad da c*hourc*hemen dezho, sevcl dezhan bugale en he zoujanc santel, ag en em zicour evelse. dourn an eil e dourn egile, da vont beteg dor ar Baradoz. Evid eur guel, peb hini anezho, ag Albin ag he bried a valee, e penn kenta ho buez a briejou, en hent gourc’hcmennou I)oue. Albin gouscoude en devoa desked eur vicher fall : en he amzer a botr yaouanc oa re droed da eva en tu all d’ar pez zo dleed. Nen doa ket heulied an aliou mad a ioa bed roet dezhan var ar poent ze gant he gerent, ar veleien ho devoa er c’helenned : heulia a reas beteg an hostaliri ar vicherourien all eveldan : ag eno ouspen ma tescas eva, e tescas ehoaz nieur a dra all ha n’en doa tam ezom da anaout. Sonj en devoa, credabl, da drei kein eun devez benag d*ar voazamant fall-ze : ha d’ar plac’h yaoiianc en doa goulenned ha kemered evid pried, en doa, nie gred, lavared stard, nhe devije ken d’er c’hlèm var gement-se. Ag eun dra diskiant a reas ar vaouez-ze e kcmered Albin evid pried ? I^avared a eller c vez siouas ! guir ar pez a glèver : an neb zo en em roed d’an eva, a gendalcho d cn ober : e g : Qui a bu boira. Gueled a rear ive gousroudc ouspen i ag arped gant ho phried, tenned d’ho zy gant ar garantez eus evid ho greg ag ho bugale, a deu, er vech dimezed, da l tud euz ar re furra. nn en devoa discuezed ouspen eur vech en devoa eur galon Digitized by GoOglC — 118