Quatrième année | N° 4 | Juillet-Août 1903 |
Pevare Blavez | (2e Volume) | Gouere-Eost 1903 |
1. 2. 3. 4. 5. 6. |
Maro hon tad santel ar Pab Leon XIII.................................................. Etouez Bretoned Bro-Zaos.................................................................. Concours français-breton.................................................................... Yannic pe ar potric a ra he basc gant he voutou coat ag he zillad da bemdez........................................................................................... D'an dud figus...................................................................................... Phrases bretonnes............................................................................... |
97 101 105 107 124 127 |
D’an nao a viz c'huêvreur 1878, e varve ar Pab Pi Nao : ag eun depute euz hor bro, an Autrou Louis de Kerjegu a c'houlennas ractal oc’h oll cannaded pe deputeed Franç gortoz beteg
antronoz evit labourât var ho lêzennou, abalamour oa maro tad an oll eneou zo er bed-mâ : ag e voe great ar pez a c’houlenne, en eur ziskuez dre eno e kemerent perz e caon ag e glac'har an Ilis catholic skigned dre ar bed oll.
D’an ugent a viz c'huêvreur, unneg devez goude, e voue hanved eur Pab all dindan an hano a Leon XIII, ha chetu hen ive maro d’he dro goude beza tremened en tu all da bepmp bloaz varnugent e c’houarn Ilis an Autrou Doue gant kalz a furnez ag a garantez. Kement hini a laca liou var baper, da viana etouez ar gristenien catholic, ha zoken etouez an dud a nebeud a feiz, a gomz gant comzou a veuleudi, a gaon hag a c’hlac’har deus an tad meurbed cared zo eat diganeomp dirac Doue : Feiz ha Breiz, pegen disterig benag eo etouez ar paperou all, n'e ket evit rei peoc’h, ha chom eb lavared eur ger caloneg benag da heul an oll gristenien all.
* *
Dillun eta, ugent a viz gouere, da beder heur dioc’h an noz, e varve Hon Tad Santel ar Pab Leon XIII, d’an oad a drizeg