Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/100

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

— 80 — Ha pa er prenis ken nebeut Ne yoa na goal vian na goaL dreut. Hogen, p’er guerzin, em bezo Eur vozadig arc’hant brao. Ha perac n’em be ket em c’hraou Oc’h ar priz m’ema bremnn an traou, Eur vioc’h nevezal ag he leua Pehini a velin eb dale P’hen lakin e mesc ar chatal Gae e lamet ag e fringal f Perrin e tridal dre ’r zonj-ze A ra eul lam neuze ive; Ar pod d’an traon^. kenavo, lez, Ier, leue, ha penmoc’h kcz! Ar plac’h, beuzet en he daelou A ranc lêzel he oll madou Ledet heno var an hent bras 1 Ag e riscl da gaout feat ar vaz( E za da gounta d’he frled Ar goai dro ganthi c’hoarvezed. Atant voue d’an oll da c^hoarzin, Ha torr-pod voue hanvet Perrin. Pelec’h e cafet eur spered Ha ne dafe etouez ar steret Eur vech benag en eur dremen Da ober eur bourmenaden ? Tud diskiant, couls ha tud fur 011 ec*h ureont a dra sur. Netra ne blij keit d’an ene Evel bombansou eun ure. 011 madou ar bed zo dezhan An oll dud a stou dirazhan. Pa vezan em part va-unan E rafen fae var beb unan ; Ne zoujan na soudart na laer, Discar a rafen an Impalaêr : Va lacât a rear da Roue, An dud am c’har evel ho Doue ; Var va fenn e za curuuen N’e ket unan, mes eun doussen ; — 87 —