Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Tuchantik, Fanch Kouér e zé
D’hobér hent arré, get joé,

Én dé splann, ar é azen.
A p’ hum gav é unan pen,

É venn sellet en treu kér
Zou keij meij én é sehiér ;

Foenùet d’é binùidigeah,
É tibak trezol pep sah.

Get el luhed flam e daul,
Èl houleu e luh én hiaul,

Houleu én hiaul huskellet,
É ma bean turlebannet,

Ken e goéh rust ar en doar…
Hag e zihun get glahar !