Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Fanchig, ne houié ket len,
E huélé merchet ur pen

Haval doh en dén koh sé ;
Ma trid, é chonjal : ean é !

Hag é lar, é stouein don :
— Hous hanù, eutru roué Grallon ! —

Ha kentéh ar é zeuhlin.
— Groa elsé de Zoué hembkin,

Emé ’r prins é vushoarhein.
Saù ; kemér a bep sort mein,

Perlez fin, eur hag argand,
Bréhadeu, èl m’ ha pou hoant,

Ken e vou lan te sehiér,
Ha distro eurus d’er gér ! —