Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Diweza tra ’welis, ne weljon kemend-all :
Daou zen hag a rened d’an toul-bac’h, an dud fall,
Dre m’o devoa gwerzet, meur ’wech, ’vit hoalen gwenn
Erc’h dizec’het er forn ha lakeet en poultren ! —

Komaerezed ’r barouz, me ro d’ec’h ali sur :
Gwasket war ho tebron, pa veet gant eun den fur ;
Grit nao dro gant ho teod o tonet d’e genver,
Petramant ’responto d’ec’h gant son ar gevier.