Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Prim war e lerc’h eo bet lammet ;
’Met Roland ’n eus-hañ goall-flemmet
Tenn e c’hlin, gant e gleze bras,
Hag a-stok e gorf e kouezas.

Ar pautr ’n e vleo en deus kroget
Hag e benn d’añ en deus troc’het,
Ma redas ur voaz goad, dioustu
Beteg an draonien, ruz ha dru ;
Dioc’h kreizen ar skoed burzudus
E tennas ar maen talvoudus
Hag ous an heol, en eur c’hoari,
Hen lakas da steredenni.

En e askre her c’huzas flour,
Ha mont da oalc’hi ’n eur voaz dour