Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar pautrig Roland a lare
D’e dad Milon, eno neuze :
— Ma zadig kæz, mar em c’haret,
Da vonet ganec’h em lezfet.
Ha pa ven re yaouankik c’hoas
D’en em ganna ous ar pautr bras,
Goest on da zougen ho skoed dir,
Na petra ’ta, hag ho koaf hir ! —


II


Ar c’houec’h marc’heg a yeas kevret
Ken e oent er c’hoad digouezet ;
Hogen er c’hoad pa oent arru,
Mont eure pepini d’e du.