Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Keh Iann, n’hellan ket te noézein,
Deustou d’er boen e hes groeit d’ein !
Hemb bout drouk, té ne oés ket fur
É ankoat n’ous meit ur hroèdur ;

E ankoat n’ous meit ur hroèdur,
Ur pautrig dihun, a dra sur ;
Bout ma kerh bremen hemb lïam,
En des dobér ’ali é vam !

Pautr er puns, ha kalùé d’inou,
E chonjés, de hoari getou
Ne oé meit te esked lorbour,
’N dehé te véet hemb rekour.

Mem boéh distérik, dré hrès Doué
Zou deit de gours betag ous té
D’ha talhein ar en toul blaouah…
Pe chonjan, é skrijan get eah !