Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
II

En trenoz, a pe zihuné,
É oé deit de vout splann en dé ;
Eit hé mabig hé hetan sel…
Sioah ! gouliù é er havel !

— Doué, me mab ! — e hirvoudas hi
Hantér vouget get ’n ankin kri ;
Hantér vouget get ’n ankin kri,
Ha hi furj pep korn ag en ti ;

Ne oé ket inou ! nag ér porh,
Ne oé ket eùé él lïorh ;
Chetu hi, get lean ha garmeu,
É klah Iannig dré er parkeu.

Tostik d’ur puns don é spurmant
Botigeu koed hé inosant ;
Haneh zou dehi ur glahar
Ken e goéh semblet ar en doar !